Skip to main content

Full text of "Ar Bibl Santel : levr ar Genes : troet e Brezonec, ha reizet hervez ar vam-scrid Hebre"

See other formats


LEVR AR GENES. 



CHABISTR I. 

Er pen kenta Doue a grouaz an env hag 1 
an douar. 

Hogen an donar a oa goullo ha noaz, hag 2 
an devalijen a oa var-c'horre an donnder, ha 
Spered Doue a c'hournije a-uz an doureier. 

Ha Doue a lavaraz : Ra vezo ar sclerijen ; 8 
hag e savaz ar sclerijen. 

Ha Doue a velaz e oa mad ar sclerijen; 4 
ha Doue a zispartiaz ar sclerijen diouz an deva- 
lijen. 

Ha Doue a hanvaz ar sclerijen, deiz ; hag 5 
e c'hanvaz an devalijen, noz. Hag e oe eun 
abardaez, hag e oe eur mintin ; hennes a oe an 
dervez kenta. 

Neuze Doue a lavaraz : Ra vezo eun oabl 6 
etre an doureier, ha ra vezo dispartiet an doureier 
diouz an doureier. 

Ha Doue a reaz an oabl, hag a zispartiaz 7 
an doureier a zo dindan an oabl diouz ar re a 
zo a-uz an oabl ; hag e oe great evel-se. 

Ha Doue a hanvaz an oabl, env. Hag e 8 



6 GENES, I. 

oe eun abardaez, hag e oe eur mintin ; hennes 
a oe an eil dervez. 
9 Nenze Doue a lavaraz : Ra zeuio an 
doureier a zo dindan an env d en em zastum en 
eiil leac'h hepken^ lia ra zeuio an douar seac'h 
d'en em ziskouez ; hag e oe great evel-se. 

10 Ha Done a hanvaz al leae'hiou seac'h, 
dollar, hag a roaz d'an doureier dastumet an 
hano a vor ; ha Doue a velaz e oa mad kement- 
ise, 

11 Neuze Doue a lavaraz : Ra zeuio an douar 
da rei yeot glaz, louzou hag had enhe, gwez- 
frouez ha frouez enhe hervez ho wenn, hag a 
vezo ho had enhe ho-unan var an douar ; hag e 
oe great evel-se. 

12 Hag an douar a daolaz yeot glaz, louzou hag 
ho had enhe hervez ho wenn, ha gwez-frouez 
ha frouez enhe, pep frouezen o tougen had 
hervez he wenn ; ha Doue a velaz e oa mad 
kement-se. 

13 Hag e oe eun abardaez, hag e oe eur mintin ; 
hennes a oe an trede dervez. 

14 Neuze Doue a lavaraz : Ra vezo goulaou e 
bolz an envou, evit dispartia an deiz diouz an 
noz, evit beza siniou hag evit merka an amze- 
riou, an deiziou hag ar bloaveziou ; 

15 ha ra zervichint da c houlou e bolz an envou 
evit sclerijenna an douar; hag e oe great 
evel-se. 

16 Ha Doue a reaz an daou c'houlaouer braz ; 
ar goulaouer bra« evit ren var an deiz, hag ar 
goulaouer bihan evit ren var an noz ; ober a 
reaz ive ar stered. 



GEXES, I. 7 

Ha Doue a lakeaz anezlie e bolz an env evit l7 
scleiijenna an donar ; 

hag evit ren var an deiz ha var an noz, hag 18 
evit dispartia ar sclerijen diouz an devalijen ; 
ha Doue a velaz e oa mad kement-se. 

Hag e oe eun abardaez, hag e oe eur mintin ; 19 
hennes a oe ar bevare dervez. 

Nenze Doue a lavaraz : Ea zeuio an doureier 20 
da rei en abondans loened beo ; ha ra zeui 
lapoused da nijal a-uz d'an douar dindan bolz 
an env. 

Ha Doue a grouaz ar pesked braz hag an 21 
hoU anevaled beo ho deuz galloud da finval, 
peb hini anezhe hervez he wenn, leiz an doureier, 
ha peb lapous askellec, hervez he wenn ; ha Doue 
a velaz e oa mad kement-se. 

Ha Doue a vennigaz anezhe, en eur lavaret : 22 
Creskit, ha dalc'hit da greski an niver ac'hanoc'h 
ha cargit doureier ar mor, ha ra zeuio al lapou- 
sed da greski nieurbed an niver anezhe var an 
douar. 

Hag e oe eun abardaez, hag e oe eur mintin ; 23 
hennes a oe ar bempved dervez. 

Neuze Doue a lavaraz : Ra zeuio an douar 24 
da rei loened beo, hervez ho wenn, loened- 
craou, amprevaned hag anevaled gwez an douar, 
peb hini anezhe hervez he wenn ; hag e oe great 
evel-se. 

Ha Doue a reaz an anevaled euz an douar 25 
hervez ho wenn, al loened-craou peb hini anezhe 
liervez he wenn, hag holl amprevaned an douar 
peb hini hervez he wenn ; ha Doue a velaz e oa 
mad kement-se. 



8 GEKES^ 1, II. 

26 Neuze Doue a lavaraz : Greomp an den dioiiz 
hon iraach, henvel ouzomp, ha ra vezo mestr 
var pesked ar mor ha var lapoused an env, var 
al loaned, ha var an douar holl, ha var an 
amprevaned a zo o ruza var an douar. 

27 Ha Done a gronaz an den dionz he imach ; 
hen croui a reaz dionz imach Done ; croui a 
reaz anezhe goaz ha maouez. 

28 Ha Doue a vennigaz anezhe ; ha Doue a lava- 
raz dezhe ; Creskit^ ha dalc'hit da greski an 
niver ac'hanoc'h, ha cargit an douar, ha lakit 
an douar da blega d'ehoc'h, ha bezit mestr var 
ar pesked euz ar mor, ha var al lapoused euz an 
env, ha var gement loen a finv var an douar. 

29 Ha Doue a lavaraz : Setu em euz roet d'ehoc'h 
peb louzaoiien o tougen had varan douar, ha peb 
gwezen hag a zo enhi frouez o tougen had ; 
ar re-ze a vezo boued d'ehoc'h. 

30 Ha d'an holl anevaled euz ar maeziou, ha d'an 
holl lapoused euz an envou, ha da gement tra 
a finv var an douar hag a zo buez enhan, em 
euz roet peb yeoten c'hlaz evit magadurez ; hag 
e oe great evel-se. 

31 Ha Doue a velaz kement hen doa great, ha 
setu e oa keraent-se mad meurbed. Hag e oe 
eun abardaez, hag e oe eur mintin; hennes a oe 
ar c'houec'hved dervez. 



CHAB. H. 

1 EvEL'SE e oe peur-c'hreat an env hag an 
douar, hag ho holl arme. 

2 D ar seizved dervez Doue a beur-achuaz al 



GENES, II. 9 



labour hen doa great ; ha d'ar seizved dervez 
ec'h ehanaz euz he holl oberoii. 

Ha Doue a veniiigaz ar seizved dervez hag 3 
her zantifiaz, rag en dervez-ze hen doa ehanet 
enz an holl labour hen doa crouet lia great Doue. 

Setu eno eta ar pen kenta euz an env hag an 4 
douar, pa oent crouet, pa deuaz an Aotrou Doue 
da ober an douar hag an env, 

Hogen ne oa c'hoas gwezen e-bed er maeziou 5 
ha louzaouen e-bed na ziwane c'hoas var an 
douar, rag an Aotrou Doue n'hen doa ket 
lakeet ar glao da gweza var an douar, ha ne oa 
den e-bed d'hen labourat. 

Mes eur c'hlizen a zave euz an douar hag a 6 
zalc'he saour en holl douarou. 

Hag an Aotrou Doue a reaz corf an den gant 7 
ar boultren euz an douar, hag a c'houezaz en he 
zi-fron eun halan a vuez ; hag e teuaz enhan 
ene ha buez. 

Hag an Aotrou Doue a reaz eur jardin en 8 
Eden var-zu ar Sav-heol, hag a lakeaz en hi an 
den hen doa crouet. 

Hag an Aotrou Done a lakenz da zevel euz 9 
an donar gwez a bep seurt, kaer da velet, ha 
mad ho frouez da zibri, hag e lakeaz e-kreiz ar 
jardin ar vezen a vuez, ha gwezen an anaoudegez 
euz ar mad hag euz an drouk. 

Euz a Eden e tirede eur ster vraz da zoura ar 10 
jardin ; hag ac'hane, o tispartia, ez ea e peder 
ster. 

Ar genta anezhe a zo he hano Pishon, an 11 
nmi a red en dro da vro Havila, bro an aour. 

Hag aour ar vro-ze a zo euz an hini gwella ; 12 



10 GENES, II. 

eno e kaver ive ar bdelion, hag ar mean pricius 
onyx. 

13 Gruihon eo hano an oil, an bini a red en dro 
d an holl vro a hanver Cush. 

14 Hano an drede ster eo Hiddekel ; bonnes 
eo an bini a red er Sav-beol euz an Assyri. 
Hag' ar bederved eo ar ster hanvet Enpbrat. 

IT) An Aotrou Done a gemeraz eta an den bag a 
lakeaz anezban er jardin Eden, da labourat 
anezbi ba d'be divvall. 

16 Hag an Aotrou Done a roaz gourc'bemen 
d'an den, en eur lavaret : Dibri a c'belli, euz a 
gement gwezen a zo er jardin. 

17 Mes diwall da zibri euz gwezen an anaoudegez 
euz an drouk bag euz ar mad, rag en deiz ma 
tibri euz bonnes, a-dra-zur e varvi. 

18 Hag an Aotrou Done a lavaraz : N'e ket mad 
e cbomfe an den be-unan ; ober a rin d'ezban 
d'be zicour unan all benvel outhan. 

19 Hag an Aotrou Done a reaz gaiit douar an 
boll loened euz ar meaziou bag an boll lapoused 
euz an env ; bag e lakeaz anezhe da zond da 
gavout Adam, evit gwelet pe seurt banoiou a 
roje dezhe, ba ma vije dalc'bet da bep bini anezhe 
an hano roet ganthan da gement a zo buez 
en ban. 

20 Hag Adam a roaz bo banoiou d an boll 
anevaled, ken da boll lapoused an env, ken d'an 
holl loened euz ar meaziou ; mes ne oe kavet 
bini all e-bed benvel ouz an den evit dond d'be 
zicour. 

21 Hag an Aotrou Done a zigassaz var Adam 
eur c'bousket pounner, bag e choumaz kousket ; 



GENES, II, IIL 11 

ha Done a dennaz unan euz he gostezennou 
hag e lakeaz kig da zevel en he flas. 

Hag euz ar gostezen hen doa kemeret euz a 22 
Adam, an Aotrou Done a reaz eur vaouez (eur 
placJi) hag a zigassaz anezhi da Adam. 

Hag Adam a lavaraz : Setu aze brema an 23 
askorn euz va eskern, hag ar c'hig va c'hig. 
Hou-man a vezo galvet maouez (pe plac'h, en 
hebre Isha), rag kemeret eo bet euz ar goaz 
{en hehre^ Ish). 

Rag-se ar goaz a zilezo he dad hag he vam, 24 
hag en em roio d'he c'hreg, hag e vezint ho daou 
eur c'hig hepken. 

Hogen Adnm hag he c'hreg a oa ho daou en 25 
noaz, ha n'ho doa ket a vez. 



CHAB. III. 

HooEX ar serpant a oa ar finna euz a holl 1 
anevaled ar meaziou a oa bet great gant an 
Aotrou Done. Lavaret a reaz d ar vreg : Petra ! 
Daoust ha Done hen defe lavaret : Ne zebrot 
ket euz a bep gwezen a zo er jardin ! 

Hag ar vaouez a respontaz d'ar serpant : 2 
Dibri a reomp euz frouez az gwez a zo er 
jardin ; 

mes evit frouez ar vezen a zo e-kreiz ar 3 
jardin, Done hen deuz lavaret : Ne zebrot ket 
euz honnes, ha ne douchot k6t outhi, gant aoun 
ne vec'h skoet gant ar maro. 

Neuze ar serpant a lavaraz d'ar vaouez : N 'e 4 
ket an dra-ze ho lako da vervel ; 

mes Done a oar e tigoro ho taouJagad en 5 



12 GENES, in 



dervez ma tebrot outlii, hag e viot neuze evel 
doiieou, oc'h anaoud ar mad hag an drouk^ 

6 Hag ar vaouez a velaz e oa mad frouezen ar 
vezen da zibri, dudius da velet, ha talvoudec 
braz evit rei skiant; hag e kemeraz euz he 
froiiez, hag e tebraz, hag e roaz ive d'he fried, 
a oa en he c'hichen, hag he-man a zebraz ive. 

7 Hag ho daou-lagad a zigoraz dezhe ho daon ; 
hag ec'h anavezjont e oant en noaz ; hag e 
c'hrijont deliou fiez, hag e rejont peb a c'houriz 
(The diou groazel. 

8 Hag e klevjont mouez an Aotrou Done, a oa 
o vale dre ar jardin d'ar mare ma tistane tomder 
an deiz. Hag Adam hag he c'hreg en em 
guzaz a-zirag an Aotrou Done e-touez ar gwez 
euz ar jardin. 

9 Hag an Aotrou Done a c'halvaz Adam, hag a 
lavaraz d'ezhan : E peleac'h emoud-te ? Hag 
Adam a respontaz : 

10 Klevet em euz da vouez er jardin, hag em 
euz bet aoun, dre ma oann en noaz, hag ez oun 
eat da guzat. 

11 Ha Done a lavaraz; Piou hen deuz disket 
d'id e oaz en noaz ? Ha debret ec'h euz-te euz 
ar vezen em boa difennet ouzid dibri outhi ? 

12 Hag Adam a respontaz : Ar vaouez ec'h euz 
foet d'in da bried he deuz roet d'in euz a froitez 
ar vezen, hag em eujj debret. 

13 Hag an Aotrou Doue a lavaraz d'ar vaouez : 
Perag ec'h euz-te great kement-se? Hag ar 
vaouez a respontaz : Ar serpant hen deuz va 
zouellet, hag em euz debret. 

14 Neuze an Aotrou Done a lavaraz d'ar ser- 



GENES, III. 13 



pant : Pa ec'h euz great kement-se, te a vezo 
milliget a douez an holl loened hag a douez 
an holl anevaled euz an douar ; en em dreina 
a ri var da gov, ha dibri a ri ar boultren bep 
dervez euz da vuez. 

Ha me a lakai kasoni da zevel etre ar vaouez 15 
ha te, etre da lignez hag he hini : hou-man a 
flastro d'id da ben, ha te a c'hlazo anezhi e seul 
he zroad. 

Lavaret a reaz d'ar vaouez : Me a gresko da 16 
boaniou pa vezi o tougen frouez ; lakaad a ri 
da vugale er bed e-kreiz ar poaniou^ ha da zezi- 
rou a droio var-zu da bried, hag hen a vezo 
mestr varnoud. 

Ha Doue a lavaraz da Adam : Pa e peuz 17 
sentet ouz mouez da bried, ha pa e peuz debret 
euz frouez ar vezen divarben pehini em boa 
roet d'id an urz-ma : Ne zebri ket euz bonnes ! 
malloz a vezo var an douar abalamour d'id ; dre 
boan e tenni outhi da vagadurez bep dervez 
euz da vuez. 

Hag an douar a roio d'id spern hag askol, 18 
hag e tebri al louzou euz ar meaziou, 

Debri a ri da vara divar c'houezen da dal, 19 
ken a zistroi en douar euz a behini oud bet 
tennet ; rag n'ed oud nemed poultren, hag e 
poultren e tistroi adarre. 

Hogen Adam a roaz d'he c'hreg an hano a 20 
Eva (huez\ rag mam e oa da gement den a vev 
var an douar. 

Hag an Aotrou Doue a reaz da Adam ha 21 
d'he c'hreg saeou gant krec'hin hag ho gwiskaz 
ganthe. 



14 GENES, III, lY, 

22 Hag an Aotrou Doue a lavaraz : Setu an de 
deuet da veza henvel ouzomp e-kenver an ana- 
oudegez eiiz ar mad hag euz an drouk. Brema 
'ta diwallomp ne astenfe lie zorn ha na gemerfe 
ive euz ar vezen a vuez, ha na zeprfe euz he 
froTiez, ha na chomfe da veva da virviken. 

23 Hag an Aotrou Doue a lakeaz anezhan er 
meaz euz ar jardin Eden da labourad an douar 
euz a behini e oa bet tennet. 

24 Kas a reaz eta an den er meaz, ha lakaad a 
reaz er sav-heol euz ar jardin Eden,ar cherubined 
gant eur c'hleze a dan, evit diwall an hent d'ar 
vezen a vuez. 



AR 

BIBL SANTEL. 

LEVR AR GENES. 

TEOET E BDEZONEC, HA EEIZET HERYBZ AB 
YAM-SCBID HBBBE.